У нас вы можете посмотреть бесплатно [?] - Tri gemener ag an Turki (Rianteg) или скачать в максимальном доступном качестве, видео которое было загружено на ютуб. Для загрузки выберите вариант из формы ниже:
Если кнопки скачивания не
загрузились
НАЖМИТЕ ЗДЕСЬ или обновите страницу
Если возникают проблемы со скачиванием видео, пожалуйста напишите в поддержку по адресу внизу
страницы.
Спасибо за использование сервиса ClipSaver.ru
Enrollet eo bet e-pad kamp ar Falz er blez 1964 e Rianteg, get Claudine Mazeas. Maleuruzamant ne ouiomp pe a gas na pe a ziskan er ganenn. Gellet a raehe bout Jacques an Arbouled é tiskan met 'd omp ket sur kant dre gant. Trugarekaat a raomp Dastum bout raet an aotre deomp da lekel ar ganenn-mañ a-barzh er Youtube. Dastum : https://www.dastumedia.bzh/dyn/portal... Komzoù ar ganenn : Tri gemener ag an Turki drip a drip a drip, fall a-walc’h a oa, o ge ‘ zo daet da wriad [d’ hon] ti-ni ‘ oant ket kaer arru get an treuzoù ha pa c’houlennant ag o leinoù Lakait ar baelon àr an tan frintit krampouezh d’ar gemenerion B(ep) a heni ugent koublad [lardet/krampouezh] oa bet frintet d’an tri milliget Ar bras a lâre d’ar bihan ma(m) bou(ze)lloù-me ‘d eo/eus* ket c’hoazh lan* Nag ar bihan ‘ lâre d’ar bras ma(m) bou(ze)lloù-me ‘ ra ket c’hoazh kaz Mar faot deoc’h kig get ho para kerzhit d’ar solier* da logota Mes pa oant waet ‘barzh er solier* ne oa ket ar logod er gêr Nag ar logod nag ar razhed ‘ oant waet d’ar foer da Langoned ‘ oant waet d’ar foer da Langoned e’it bout gwerzhet e-lec’h roñsed Mar bez foer vat e vint gwerzhet tout o lostoù a vo klomet* mar o c’hlomit, klomit-int berr ha klomit dezhe-(int) a-rez [g(et)/d’] o revr Ha setu achu ma sonenn ha lost erbet ‘ziàr an drezenn Ha lost erbet ‘ziàr lost ar c’harr an heni a oui a lâray c’hoazh *lan = leun ‘d eus ket = ‘d eo ket ; fariet ‘ vez lies etre an naou geneomp-ni soner = soler klomet = koulmet = skoulmet